Kasourez | Animatrice
Site Lise Diwan Karaez
Emañ Lise Diwan Karaez o klask ur gasourez
Post CDI 21 eurvezh/sizhun bloazieket (27,5 e dre sizhunvezhioù skol)
Emañ Diwan o klask war-lerc’h ur gasourez evit Lise Diwan Karaez adalek miz Kerzu/Genver
O labourat dindan atebegezh penngasouriezh an ti-skol e vo fiziet ennoc’h :
– Evezhiañ al liseidi
– Buheziñ al lise (beilhadeg, stalioù dizarbenn, bodadoù liammet gant al liseidi, surentez, yec’hed…)
– Daremprediñ gant ar gerent diouzh an ezhommoù
– Kenlabourat gant ar skipailh renerezh, kelenn, melestradurezh
Doare den :
• Live B2 e brezhoneg degemeret mat. Brezhoneg komzet ha skrivet mat a-walc’h evit bevañ e
brezhoneg pe/hag evit sikour al liseidi
• Live Bak
• Bezañ en e aes evit daremprediñ gant ar grennarded
• Plijet gant al labour a-stroll
Titouroù all :
• CDI 21 e/sizhun bloazieket, ar pezh a dalv 27,5 e /sizhunvezhioù skol e-giz meneget da-heul :
o Lun : 5 e
o Meurzh : 3,5 e
o Merc’her : 10 e
o Gwener : 9 e
• Lec’h labour : Karaez
• Gwarez yec’hed hag ur prevoyañs
• Gopr kriz : 12.51€/e
Ma ‘z oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho emstrivadur (CV+lizher
emginnig) da eil.derez@diwan.bzh ha penngasouriezh.lise.karaez@diwan.bzh e kopi
a-raok an 10 a viz Kerzu 2026.
Pour postuler, envoyez votre CV et votre lettre de motivation par e-mail à eil.derez@diwan.bzh