Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

Animatour.ez radio

Animatour.ez radio

Site web Radio Kreiz Breizh

Deskrivadur ar plas-labour

Evit krouiñ abadennoù, an animatour.ez :

·         A glask sujedoù, a brepar atersadennoù, az a da foetañ bro, pe a zegemer tud pedet er studio da enrollañ, a framm an abadenn (gant tonioù dibabet), hag a brogramm anezhi, a ra abadennoù war-eeun, a vrud an abadennoù.

Aozañ ha seveniñ a ra abadennoù end-eeun an diavaez eus ar studio.

Prientiñ ha programmiñ a ra abadennoù produet gant tud a-youl vat pe radioioù all.

Bez en do da genlabourat gant radioioù Brudañ Ha Skignañ, ar c’h/CORLAB, pa vez kenbroduet an abadennoù.

Bez en do da reiñ boued da abadennoù all RKB, meret gant buhezourien all.

Bez e c’hello bezañ e karg eus stajidi, pe da seveniñ abadennoù ispisial, sikour tud a-youl vat da grouiñ o abadenn, mont e darempred gant aozadurioù diavaez da sevel raktresoù ispisial.

 

Barregezhioù

* Siriusted, gouestoni da labourat gant ur skipailh hag en un doare emren.

* Gouest da vuheziñ e brezhoneg – en he/e aes dre gomz ha dre skrid

* Skiant prenet e bed ar radio pe ar mediaoù – ur stummadur a vezo kinniget e mod all

* Anaoudegezh don eus bed sevenadurel ha sokio-ekonomikel bro COB ha Treger

* Gouest da gomz ha skrivañ e brezhoneg (live B2)

* Gouzout ober gant ar poelladoù micherel (Office, Open Radio, Reaper)

* Intrudu, dreist-holl evit ijinañ abadennoù nevez

Diplomoù

Aotre bleniañ gant un oto

 

Gopr

Selon la Convention collective de la radiodiffusion

 

Kas ur CV hag ul lizher emginning dre bostel d’ar brezidantez Anna TURLUCHE dre vail :

renerezh@rkb.bzh

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à renerezh@rkb.bzh