0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

post

☀🏖 Penaos deskiñ brezhoneg e-pad an hañv 2022 ? / Comment apprendre le breton pendant l’été 2022 ?

☀🏖 Penaos deskiñ brezhoneg e-pad an hañv 2022 ? / Comment apprendre le breton pendant l’été 2022 ?

E galleg dindan / En français en-dessous 👇

Penaos deskiñ brezhoneg e-pad an hañv 2022 ?

Dizoleiñ ar vro, deskiñ brezhoneg pe gwellaat e/he live e-pad ar mare vakansoù… Pep hini en deus e abegoù evit deskiñ e brezhoneg e-pad an hañv. Bep bloaz e vez kinniget ganeomp stajoù er-maez, war varc’h-houarn, war droad pe e-diabarzh.

✍️ Seizh staj e-diabarzh a ginnigomp deoc’h :

* En Oriant eus ar 25 d’an 29 a viz Gouere.
* E Brest eus an 8 d’an 12 a viz Eost.
* E Plistin eus ar 16 d’an 19 a viz Eost.
* E Konk Kerne eus ar 16 d’an 19 a viz Eost.
* E Kemper eus an 22 d’ar 26 a viz Eost.
* En Henbont eus an 22 d’ar 26 a viz Eost.
* E Lesneven eus an 22 d’ar 26 a viz Eost.

Petra a vo kinniget ?

Kinniget e vo kentelioù dre liveoù. Graet e vo poelladennoù dre gomz ha dre skrid. Lakaet e voc’h da zeskiñ dre ar jestroù ar pezh a vo goulennet gant ar stummerien hag ar stummerezed. E-mod-se e vez desket ur yezh gant ar babigoù da skouer.
A-drugarez d’hon hentennoù Deskiñ Buan e vo dalc’het soñj ganeoc’h eus gerioù, stummoù frazennoù ha troioù-lavar brezhonek. Desket e vo ganeoc’h en un doare efedus-tre hep merzhout !

🚶 Daou staj war droad a ginnigomp deoc’h :

* E Pont-n’-Abad eus an 11 d’ar 15 a viz Gouere.
* E Bro Daoulaz eus an 26 d’an 30 a viz Gouere.

Petra a vo kinniget ?

Kinniget e vo kentelioù diouzh ar mintin ha pourmenadennoù goude kreisteiz hervez al liveoù. Kejet e vo gant brezhonegerien ar vro. Diouzh an amzer e c’hell cheñch ar roll.

🚴 Ur staj war varc’h-houarn a ginnigomp :

* E Bro an Intel eus an 8 d’an 12 a viz Eost.

Petra a vo kinniget ?

Kinniget e vo kentelioù diouzh ar mintin ha pourmenadennoù goude kreisteiz hervez al liveoù. Muioc’h a gentelioù a vez graet evit al live deraouidi. Diouzh an amzer e c’hell cheñch ar roll.

Penaos e c’hellan gouzout ma live brezhoneg ?

Gallout a rit mont war hol lec’hienn hag ober an amprouadennoù savet ganeomp (etre al live A1 ha B1). Pellgomzit deomp evit priziañ ul live uheloc’h.

250€ eo priz hiniennel ar staj.

Penaos lakaat e anv ?

Klikit war al liamm-mañ : Stages d’été 2022

Ma n’emaoc’h ket o chom er vro e c’hellit mont da gousket e ti ur brezhoneger pe ur vrezhonegerez ma fell deoc’h. Roll brezhonegerien er vro zo ganeomp. Prest int da lojañ ac’hanoc’h evit ur priz izel (dindan 20€ an nozvezh evit al lodenn vrasañ).

Découvrir le pays, apprendre le breton ou améliorer son niveau pendant la période des vacances… Chacun a ses raisons pour apprendre le breton pendant l’été. Chaque année, nous proposons des stages en extérieur, à pied ou à vélo ou en intérieur.

✍️ Nous vous proposons sept stages à l’intérieur :

* A Lorient du 25 au 29 juillet.
* A Brest du 8 au 12 août.
* A Plestin-les-Grèves du 16 au 19 août.
* A Concarneau du 16 au 19 août.
* A Quimper du 22 au 26 août.
* A Hennebont du 22 au 26 août.
* A Lesneven du 22 au 26 août.

Quel est le programme de ces stages ?

Nous vous proposerons des cours en présentiel dans lesquels vous serez répartis par niveaux. Vous aurez des exercices écrits et oraux à faire. Vous serez amenés à accomplir par le geste ce que vous demanderont les formateurs et les formatrices. C’est de cette façon que les enfants apprennent leur langue maternelle par exemple.
Grâce à ces méthodes d’Apprentissage Accéléré, vous retiendrez rapidement les mots, les tournures de phrases et les expressions caractéristiques de la langue. Vous apprendrez très efficacement sans vous en rendre compte !

🚶 Nous vous proposons deux stages à pied :

* Dans le Pays de Pont-l-’Abbé du 11 au 15 juillet.
* Dans le Pays de Daoulas du 26 au 30 juillet.

Quel est le programme de ces stages ?

Nous vous proposons des cours le matin et des balades l’après-midi selon les niveaux de langue. Vous discuterez avec des bretonnant·es du pays. Le programme est amené à changer selon le temps.

🚴 Nous vous proposons deux stages à vélo :

* Dans le Pays d’Etel du 8 au 12 août.

Quel est le programme de ce stage ?

Nous vous proposons des cours le matin et des balades l’après-midi selon les niveaux de langue. Il y aura plus de cours pour les personnes débutantes. Le programme est amené à changer selon le temps.

Comment puis-je connaître mon niveau de langue ?

Nous avons conçu des tests disponibles sur notre site internet (du niveau A1 au B1). Vous pouvez nous téléphoner pour les niveaux supérieurs.

Le prix individuel de chaque stage est de 250 €.

Comment s’inscrire ?

Cliquez sur ce lien : Stages d’été 2022

Si vous n’habitez pas dans le coin, vous pouvez aller dormir chez un bretonnant ou une bretonnante si vous le souhaitez. Nous avons une liste de personnes bretonnantes prêtes à vous loger pour un prix bas (moins de 20 € la nuit pour la majeure partie).