Logo Loading

Recherche sur le site de Roudour

post

Barrekaat war ar brezhoneg e Montroulez e miz Gwengolo : Digor eo an enskrivadurioù ! | Se perfectionner au breton à Morlaix en septembre : les inscriptions sont ouvertes !

Barrekaat war ar brezhoneg e Montroulez e miz Gwengolo : Digor eo an enskrivadurioù ! | Se perfectionner au breton à Morlaix en septembre : les inscriptions sont ouvertes !

E Bro Montroulez emaoc’h o chom hag ho pefe c’hoant da varrekaat war ar brezhoneg ? Roudour a ginnig un dalc’h nevez eus ar stummadur barrekaat e miz Gwengolo 2026 !

Padout a ray tri miz ha kregiñ a ray d’ar 14 a viz Gwengolo. Nevez-staliet e vimp e Ti ar Vro Montroulez, e kreiz-kêr, peadra da lakaat ac’hanoc’h da vezañ soubet er vuhez kevredigezhel e brezhoneg !

Evit piv ?

Ar stummadur barrekaat a zo evit an holl dud o deus tizhet al live B1 (o vezañ heuliet ur stummadur pe mod all), ar re o deus heuliet ur stummadur 6 miz un nebeud bloavezhioù zo (ha tizhet al live B1 d’an nebeutañ), hag ar re o deus heuliet ur stummadur barrekaat met n’o dije ket tizhet al live o doa c’hoant evit labourat e brezhoneg.

Priziañ ma live

Petra a vo graet ?

Ar stummadur barrekaat zo e balioù lakaat ac’hanoc’h da dapout barregezhioù ouzhpenn war ar c’homz, kaout ur c’homz flour, bezañ barrek d’ober gant ar brezhoneg en un en-dro micherel ha pinvidikaat ho prezhoneg war an dro.

Ur raktres a vo da brientiñ ivez e-kerzh an 3 miz-se, graet a-stroll pe a-strolladigoù, e liamm gant ho raktres micherel pe get. Raktresoù a-bep seurt a vez kinniget bep bloaz : ur c’hoari achap, ur valeadenn heñchet, ul levr evit ar vugale ha kement zo…. Deoc’h da zibab ar pezh ho peus c’hoant da grouiñ ha da rannañ gant ar re all !

Titouroù pleustrek

🗓️ Pegoulz ? 14 a viz Gwengolo – 4 a viz Kerzu 2026

📍 Pelec’h ? Ti ar Vro Montroulez – 17 straed Pariz 29600 Montroulez

✍️ Penaos ? Ma’z oc’h enskrivet e France Travail hag ho peus ur raktres micherel e c’hallit bezañ sikouret gant ar rannvro, yalc’hadoù DESK a zo ivez hervez ho raktres micherel.

Un teuliad a zo da leuniañ ha da gas deomp dre ar furmskrid-mañ (gant ur CV hag ul lizher emginnig e brezhoneg). Kinnig a reomp emvodoù-kelaouiñ bep Yaou da 10e e Karaez e Miz Gouere ha miz Eost (war-bouez ar Yaou 16 a viz Gouere), gallout a rit lakaat hoc’h anv amañ.

📨 Bodad-barn evit an enskrivadurioù : 30 a viz Gouere 2026

📲 Darempred : 02 98 99 75 81 – degemer@roudour.bzh – roudour.bzh


Se perfectionner au breton à Morlaix en septembre : les inscriptions sont ouvertes !

Vous vivez dans le pays de Morlaix et souhaitez vous perfectionner en breton cet automne? Roudour propose une nouvelle session de formation de perfectionnement en septembre.

Celle-ci dure trois mois et débutera le 14 septembre prochain. En septembre, nous serons installés dans les nouveaux locaux de Ti ar Vro Montroulez, entourés d’associations actives pour la langue bretonne et créant donc un environnement d’immersion pour les apprenant·e·s.

Qui peut participer ?

La formation de perfectionnement s’adresse à toute personne ayant atteint le niveau B1 (formation ou autre), celles et ceux ayant suivi une formation de 6 mois et ayant atteint le niveau B1 minimum, ainsi que celles et ceux ayant suivi une formation de perfectionnement mais n’ayant pas atteint le niveau souhaité afin de travailler en breton.

Tester mon niveau

Contenu de la formation

Les objectifs de la formation de perfectionnement sont de vous amener à améliorer vos compétences à l’oral, de travailler sur la fluidité, d’être capable d’utiliser le breton dans un environnement professionnel ainsi que d’enrichir votre parlé.

Vous élaborerez un projet lors de ces trois mois : ce travail en petits groupes peut porter sur votre projet professionnel ou bien sur un autre domaine que vous souhaitez approfondir et partager avec le reste du groupe. Par exemple, un escape-game, une visite guidée, un livre pour enfant ont été proposés ces dernières années, à vous de choisir le projet qui vous fera envie !

Informations pratiques

🗓️ Dates : 14 septembre – 4 décembre 2026.

📍 Lieu : Ti ar Vro Montroulez – 17, rue de Paris 29600 Morlaix

✍️ Financement et inscriptions : Si vous êtes inscrit·e à France Travail et que vous avez un projet professionnel en langue bretonne, la région peut financer votre formation. Des bourses (DESK) existent pour soutenir certains projets professionnels.

Votre dossier est à nous faire parvenir en remplissant ce formulaire (accompagné d’un CV et d’une lettre de motivation en breton). Nous animons des réunions d’informations tous les jeudis à 10h à Carhaix au cours du mois de juillet et août (sauf jeudi 16 juillet), vous pouvez vous y inscrire ici.

📨 Commission d’étude des dossier : le 30 juillet 2026.

📲  Contact : 02 98 99 75 81 – degemer@roudour.bzh – roudour.bzh