Logo Loading

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

Kazetenner·ez radio e brezhoneg

Kazetenner·ez radio e brezhoneg

Brudañ ha Skignañ

HANTER-AMZER
Lec’h : Rostrenn pe Gwengamp
Framm : BRUDAÑ HA SKIGNAÑ
Tachenn : Kazetennerezh
Doare : 17e30/sizhun – CDD 6 miz
Plas-labour da bourveziñ : d’ar 5 a viz Genver 2026

Deskrivadur ar plas-labour :
Bezañ perzh en abadenn “Keleier ar Vro” savet gant kazetennerien·ezed Brudañ ha
Skignañ, skignet gant Radio Bro Gwened, Radio Kreiz Breizh, Arvorig FM, Radio Kerne
ha Radio Naoned. Embann an abadenn geleier, sevel ha frammañ pennadoù-kaoz.
Labourat abred diouzh ar mintin hag e-kerzh an dibenn-sizhun.
Skoazellet e vo an den pa grogo gant al labour.

Stumm den emaomp o klask :
Brezhoneg komzet ha skrivet (live C1)
Bezañ en e/hec’h aes gant un urzhiataer
(meziantoù Office, Audacity, Reaper…)
Skiant-prenet er c’hazetennerezh a vo deuet mat
Bezañ emren ha gouest da labourat a-stroll
Gopr hervez emglev ar c’hazetennerezh
Kaout un aotre da vleinañ hag un oto

Kas ur CV hag ul lizher emginnig dre bostel a-raok an 11 a viz Kerzu 2025.

Darempred :
bhs.radiobreizh@gmail.com
ha Padrig Ferog, kenurzhier Radio Kreiz Breizh renerezh@rkb.bzh

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à bhs.radiobreizh@gmail.com