Logo Loading

Recherche sur le site de Roudour

post

Kemerit perzh en hor c’hoari-roll pedagogel nevez !

Kemerit perzh en hor c’hoari-roll pedagogel nevez !

Hañv 2026 : ur c’hoari-roll nevez

Deuit ganeomp da Enez ar Gerveur gant ar staj “Hatoup ! War-zu an Enez”. Mont a reoc’h, asambles gant an deskidi·adezed all, d’ober ur veaj faltaziek war an enez : Diskoachañ red buhez an annezidi hag an annezadezed. Peseurt mod e vez aozet ar vuhez pemdez hag ar servijoù war an enez? Kontet e vo deoc’h meur a istor hag a eñvorenn gant tudennoù a-bep seurt diwar-benn ar skol, ar stalioù, al labour-douar, an treizh hag ar c’hengred etre an enezourien·ezed. Gant an titouroù hag an testenioù ho po dastumet e c’hallfec’h skrivañ ur pennad pe c’hoazh krouiñ ur podkast pe ur video evit rannañ ar pezh ho peus desket gant ar stajidi·adezed all.

mont en-dro ar staj

Bep bloaz e fard skipailh pedagogel Roudour ur senario nevez da lakaat e pleustr er stajoù 5 devezh kinniget en hañv. Reiñ a ra tro ar stumm c’hoari-roll pedagogel-mañ da grouiñ degouezhioù gwirion ha plijus o chom en ho kreizenn stummañ. Lakaat ac’hanoc’h d’ober gant ar brezhoneg dre gomz adalek al live deraouad ha krouiñ un en-dro dre soubidigezh evit ar strollad eo hor pal e-kerzh ar sizhunvezh staj. Un doare efedus-tre eo ar stajoù berr da vont war-raok gant ho hentad deskiñ. Gallout a ra ar stajoù-se bezañ heuliet war an dro gant kentelioù noz pe ur stummadur a-bell, deoc’h da zeskiñ fonnusoc’h c’hoazh ha da dapout fiziañs gant ar c’homz.

ur staj diouzh ho lusk

Rannet eo ar memes tem gant an holl stajidi·adezed hag an danvez a zo azasaet d’ho live war ar yezh neuze e c’halloc’h deskiñ diouzh ho lusk. Evit gouzout peseurt live ho peus tizhet e c’hallit priziañ ho live amañ ar pezh a sikouro ac’hanoc’h da zibab ho staj.

Evit lakaat hoc’h anv en ur staj, kit war ar bajenn Stajoù hañv 2026.

Gallout a rit implijout ho Compte Personnel de Formation evit arc’hantaouiñ ho staj : gouzout hiroc’h.