Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

post

Gounezit ho staj brezhoneg hañv e 2022 ! Gagnez votre stage de breton d’été en 2022 !

Gounezit ho staj brezhoneg hañv e 2022 ! Gagnez votre stage de breton d’été en 2022 !

Profitit eus an hañv evit ober ur staj war ar brezhoneg e 2022 ! Chañs ho po e-pad ur sizhun da zizoleiñ maezioù Breizh en ur zeskiñ ar yezh er-maez, war varc’h-houarn, war-droad pe en diabarzh. Strolladoù live a vo graet.

Daoulaz, Pont-’n-Abad, Brest, Lesneven, Kemper, Plistin, Konk-Kerne, An Oriant, Bro An Intel, Kreiz-Breizh… Setu roll ar stajoù hañv e 2022 : Stages d’été 2022

Ma n’emaoc’h ket o chom er vro e c’hellit mont da gampiñ pe da gousket e ti ur brezhoneger pe ur vrezhonegerez ma fell deoc’h. Roll brezhonegerien er vro zo ganeomp. Prest int da lojañ ac’hanoc’h evit ur priz izel (dindan 20€ an nozvezh an darn vrasañ anezho).

Penaos gounit ur staj ? Eeun eo ar c’hoari. Respontit d’ar goulennoù a vo kavet dindan ganeoc’h. Ar respontoù zo war hol lec’hienn.

Reolennoù ar c’hoari :
👉 Eus ar Meurzh 15 a viz Meurzh betek ar Yaou 17 a viz Meurzh 2022 e vo digor ar c’hoari.
👉 Gallout a rit c’hoari ur wech nemetken.
👉 Tennet e vo anv an den e-mesk ar re o deus roet respontoù mat. Mont a raimp e darempred gant an den hag a vo aet ar maout gantañ/ganti dre bostel. Deoc’h da zibab ar staj da c’houde.

Ma ne welit ket mat ar furmskrid war ho poellgomzer, troit ho skramm!

Profitez de l’été pour faire un stage de breton en 2022 ! Vous aurez la chance de découvrir pendant une semaine les paysages de Bretagne en apprenant la langue, à l’extérieur, à vélo, à pied ou en intérieur. Les groupes seront constitués par niveaux de langue.

Daoulas, Pont-l’Abbé, Brest, Lesneven, Quimper, Plestin-les-Grèves, Concarneau, Lorient, Pays d’Etel, Centre-Bretagne… Voici le programme des stages d’été 2022 : Stages d’été 2022

Comment gagner un stage ? Le jeu est simple. Répondez aux questions que vous trouverez ci-dessous. Les réponses se trouvent sur notre site internet.

Règles du jeu :
👉 Le jeu se tiendra du mardi 15 au jeudi 17 mars 2022.
👉 Il est autorisé de jouer une seule fois.
👉 Le gagnant ou la gagnante sera tiré au sort parmi les participant·es ayant donné les bonnes réponses. Nous contacterons la personne gagnante par mail. A vous de choisir le stage ensuite.

Si le formulaire ne s’affiche pas correctement sur votre smartphone, tournez votre écran!