Pevarzek vloaz ouzh hor skoazell: trugarez vras da Silvi Ar C’hoadig!
Goude 14 vloaz o labourat evel sekretourez evit Roudour emañ Silvi Ar C’hoadig o vont da guitaat ac’hanomp evit mont war he leve.
He darempred kentañ gant ar scop a oa bet pa oa bet o lakaat hec’h anv evit heuliañ ur stummadur 6 miz war ar brezhoneg en diskar-amzer 2008. Labourat evit ar brezhoneg e oa he fal micherel ha barregezhioù he doa war ar melestradurezh.
Da heul he stummadur e oa bet kinniget dezhi ur post sekretourez e-barzh an aozadur stummañ.
Kalz a blijadur o deus bet an holl er skipailh hag an holl stajidi o taremprediñ anezhi e-pad ar 14 bloavezh-mañ.
Talvoudus-tre eo bet he labour evit skoazell an deskarded war hent an deskiñ brezhoneg.
Dindan 14 vloaz eo 571 stajiad hag a zo bet heuliet ganti evit ar stummadurioù 6 miz. Graet he deus war-dro ouzhpenn 1 200 enskrivadur evit stajoù 5 devezh ha kantadoù ha kantadoù a zeskarded enskrivet evit stummadurioù all (barrekaat, a-bell, hironet, kentelioù-noz, dibennoù-sizhun…).
En anv an holl deskarded hag an holl izili eus ar scop Roudour e fell deomp trugarekaat Silvi evit ar pezh mell labour hag a zo bet kaset ganti evit Roudour hag evit ar brezhoneg.