Gilles Servat e Roudour
Gweladenn Gilles Servat e kreizenn Roudour an Henbont
D’al lun 13 a viz Meurzh e oa deuet Gilles Servat da lâret kaer gant stajidi an Henbont. An triwec’h anezho o deus graet un dispak dezhañ ken kontant ma oant o tegemer ar c’hanour mil-vrudet, hag e yezh ar vro ouzhpenn-se !
Kontet en deus amzer e yaouankiz deomp, penaos e oa en em gavet o kanañ en tavarnoù war-lerc’h bout studiet er “Beaux-Arts”, e c’hoant da stourm evit Breizh hag ar brezhoneg, betek e soñj war emdroadur an traoù en deiz a hiriv. Daoust dezhañ bout 78 vloaz omp chomet bamet dirak e vouezh chomet kreñv. Goude bout kaset div pe deir c’hanenn a-capella en deus hor fromet gant ur varzhoneg ag ar choaz.
Da glozañ gant an abadenn hon eus torret hon naon hag hor sec’hed ha tapet poltredoù brav gantañ en ur gontañ pemp ha pevar. Pep unan en deus gellet trugarekaat ar barzh evit bout deuet, mes dreist-holl evit e labour a-hed e amzer, gwir arzour ha gwir stourmer anezhañ.