Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

Renour.ez

Renour.ez

  • CDI
  • Gwened

Skolaj-Lise Diwan Gwened

Emañ Diwan o klask ar rener·ez evit skolaj-Lise Gwened. Ul lec’h n’eus ket e bar evit a sell ouzh diorren ar brezhoneg. Pa ranker plediñ gant al labour melestradurezh rik, e vezer e kreiz ar jeu ivez evit kemer e.he lod e raktres kaer ar skolaj-lise eus ar c’hwec’hvet klas d’ar c’hlas termen !
Rener·ez ar skolaj-lise a vez e-karg eus mont-en-dro ar skolaj lise war an tachennoù da-heul :
-Pedagogiezh
-Buhez-skol
-Melestradurezh
-Surentez
D’ar rener·ez eo da gas war-raok al labour evit seveniñ e/he g/c’harg. Evit-se e ranko :
-Aozañ ha ren an emvodoù penngasourien, penngelenerien ha skipailh.
-Merañ ar servijoù, an implijoù-amzer, tuta implijidi.
-Sevel ha merañ ar budjed.
-Bezañ e darempred gant Diwan, an Deskadurezh-Stad, ar familhoù, ar Rannvro, an Departamant.…
-Aozañ ar c’huzulioù klas, an emvodoù Kuzul-Merañ, ar c’huzulioù skol, an arnodennoù Deskadurezh-Stad pe Diwan.
-Soursial ouzh herberc’h a skolidi (bod ha boued).
-Labourat ingal gant ar benngasourien hag ar benngelennerien war ar raktres pedagogiezh ha desavadurezh.
Doare den
-Live Bak + 4
-5 bloavezh skiant-prenet en deskadurezh d’an nebeutañ (kelenner·ez, penngasour·ez (CPE), kasour·ez)
-En e.he aes evit daremprediñ dre gomz ha dre skrid, e brezhoneg hag e galleg ; mestroniañ an urzhiataerezh hag anavezout mat mont en-dro an Deskadurezh-Stad.
-Efedus evit aozañ labour, merañ an danvezioù mallusañ ha gouest da verañ meur a zoser war un dro.
Titouroù all
Lec’h labour : Gwened
Kevrat : Didermen
Padelezh labour : Hervez an diskarg eurvezhioù
Deiziad kregiñ : Kreiz miz Eost d’an diwezhatañ
Gopr kregiñ : diazezet war indis an Deskadurezh-Stad
Statud : Sterniad·ez
Spletoù : gwarez yec’hed, prevoyañs
Trugarez d’an dud a vefe dedenet gant ar post dont e darempred ganeomp evit kaout muioc’h a ditouroù.
Ma z’oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho CV mui lizher en em ginnig da tuta@diwan.bzh a-raok ar 15/07/2024

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à skolaj-lise.gwened@diwan.bzh