KELENNER/EZ BREZHONEG evit an dud deuet
Site web Kentelioù an Noz
Kentelioù an Noz a zo o tuta
KELENNER/EZ BREZHONEG evit an dud deuet
Labour :
→ kelenn brezhoneg d’an dud deuet, dre gentelioù sizhuniek, war meur a live
→ da vare kreisteiz ha diouzh an abardaez e vez ar braz eus ar c’hentelioù, e-maez ar vakañsoù-
skol
→ sevel kentelioù ha c’hoarioù nevez, diwar kursus ar gevredigezh, da liesseurtaat hag efedusaat
ar c’helenn
→ ober war-dro ar strolladoù etre ar c’hentelioù (skrivañ d’ar re ezvezant, kas poelladennoù…)
→ buheziñ al laz kelenn : stummañ ha hentañ ar gelennerien all
→ kemer perzh e aozañ ar stajoù, oc’h ober war-dro ar rann gelenn anezho
→ kenlabourat gant ar c’henurzhier, evit ma vo aozet skoaz-ouzh-skoaz kentelioù ha dudioù
Barregezhioù / Doare den :
→ anaoudegezh mat eus ar yezh (DBY live 5)
→ bezañ stummet war kelenn ar yezhoù bev vo deuet mat
→ bezañ prenet skiant war ar c’helenn d’an dud deuet ‘vo deuet mat
→ gouzout displegañ ar yezh diouzh live an deskarded
→ gouzout ober diouzh tud ha liveoù a bep seurt
→ bezañ madelezhus ouzh ar re all, kaout pasianted, bezañ startijenn gantañ
→ bezañ gouest da labourat asambles gant ar gelennerien, ar c’henurzhier hag ar c’huzul-merañ
→ aotre bleniañ hag ur c’harr ret
Lec’h : meurgêr Naoned hag a-wechoù, e Liger-Atlantel
Kevrat :
→ didremen he fad leun amzer
→ emglev a-stroll ar buheziñ (ECLAT)
→ Strollad : C – 245
Kregiñ : 5 a viz Even 2023
Kas ul lizher emginnig hag ur CV da :
Kentelioù an Noz
Evit ar Burev
12 bali an Añjevinier
44800 Sant-Ervlan
kenteliouannoz@gmail.com
Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à kenteliouannoz@gmail.com