Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

post

Tremenit vakansoù dre soubidigezh war varc’h-houarn e-pad an hañv / Profitez de vacances immersives à vélo cet été

Tremenit vakansoù dre soubidigezh war varc’h-houarn e-pad an hañv / Profitez de vacances immersives à vélo cet été

tremenit vakansoù dre soubidigezh war varc’h-houarn e-pad an hañv / Profitez de vacances immersives à vélo cet été

Ar gevredigezh Raok a ginnig vakansoù dre soubidigezh e brezhoneg war varc’h-houarn e Kreiz-Breizh. Eus ar 1añ betek ar 5 a viz Eost 2022 e vo.

Petra eo roll ar staj-mañ ?

Loc’hañ a raio eus Karaez da vont da v/Melioneg ha da c’houde d’ar Faoued, d’Ar Sent, da Landelo ha da vBrasparzh e pemp devezh. Etre 30 ha 40 kilometr e vo graet bemdez war varc’h-houarn. Gwelloc’h eo bezañ kustum da vont war velo un tammig memestra pe mod-all implijout ur velo tredan.

Prantadoù stummañ a vo kinniget gant stummerien Roudour. Kejet e vo ouzh brezhonegerien eus ar vro gant ar strollad hag evel-just e vo gwelet lec’hioù kaer Kreiz-Breizh.

Evit piv eo ar staj-mañ ?

Evit ar vrezhonegerien a fell dezho kaozeal e brezhoneg penn-da-benn e-pad ur sizhun ha pinvidikaat o live yezh eo.
Evit an holl dud a fell dezho ober anaoudegezh gant Kreiz-Breizh dre ar brezhoneg.
Dav e vo bezañ gouest da gompren ha kaozeal e brezhoneg. Degemeret e vez an dud o tapet al live A2 da nebeutañ. (Gouzout hiroc’h : Qu’est-ce que le niveau A1, A2 ou B1…? En savoir plus sur le CECRL)

Penaos e vo aozet ar staj ?

  • Lec’hioù kousket : An nozvezh kentañ e vo kousket en un dachenn-gampiñ (degas e deltenn. A-hend-all e vo kinniget un diskoulm ma n’ho peus ket unan). Evit an nozvezhioù all e vo kousket e-barzh un ti bep tro.
  • Boued : Tremenet e vo dre lec’hioù evel stalioù-bara pe ispisirioù ha gourmarc’hadoù evit ober prenadennoù. D’ar stajidi da vezañ emren evit merenn. Fardet e vo boued asambles diouzh an noz, hag an dijuniñ a vo meret ganeomp ivez.

Ur c’harr-samm a heulio ar strollad bemdez ha degas a raio ar seier hag ar boued.
Ma n’ho peus ket ur marc’h-houarn e c’hellit feurmiñ unan e tachenn-gampiñ Karaez.

Petra eo priz ar staj ?

450 €. 150€ a vo goulennet diganeoc’h evit kadarnaat ar staj.

L’association Raok propose des vacances immersives en breton à vélo dans le Centre-Bretagne cet été, du 1er au 5 août 2022.

Quel est le programme de ce stage ?

Le départ se fera de Carhaix pour aller ensuite à Mellionnec puis passer par le Faouët, Le Saint, Landeleau et Brasparts en cinq jours.
Des périodes de formation seront proposées par les formateurs de Roudour. Le groupe rencontrera également des bretonnants du coin et découvrira, bien entendu, les très beaux paysages du Centre-Bretagne.

A qui est adressé ce stage ?

Il est adressé aux bretonnants qui souhaitent parler entièrement en breton pendant une semaine et enrichir leur niveau de langue. Il est adressé à toutes les personnes souhaitant découvrir le Centre-Bretagne au travers de la langue bretonne.
Il faut être capable de comprendre et de parler en breton. Nous accueillons les personnes qui ont un niveau A2. (En savoir plus : Qu’est-ce que le niveau A1, A2 ou B1…? En savoir plus sur le CECRL)

Comment est organisé le stage ?

  • Logements : Nous dormirons la première nuit sur un terrain de camping (apporter sa tente, une solution sera trouvée si vous n’en avez pas). Nous dormirons en auberge les autres nuits.
  • Nourriture : L’itinéraire passera par des endroits pour faire ses courses comme des boulangeries et épiceries. Les stagiaires seront autonomes le midi pour manger et de la nourriture sera préparée ensemble le soir, le petit déjeuner sera aussi prévu.

Un camion suivra le groupe tous les jours et apportera les sacs et la nourriture.

Si vous n’avez pas de vélo, vous pouvez en louer un au camping de Carhaix.

Quel est le prix ?

Le prix est de 450€. Il vous sera demandé 150€ afin de confirmer le stage.

Enskrivadurioù dre Raok / Inscriptions via Raok : raok.bzg@gmail.com / 06 13 71 88 88