Stummadur 3 miz Barrekaat e miz Meurzh 2025
E miz Meurzh da zont e krogo ur stummadur barrekaat war 3 miz, etre ar 24 a viz Meurzh hag ar 26 a viz Even. Dalc’het e vo er c’hreizennoù-mañ : Kemper, Pleiben, Karaez, Henbont, Montroulez ha Lannuon. Ar stummadur barrekaat a zo evit an dud o deus ul live B1-B2 e brezhoneg. Tro ho po da donaat ha kreñvaat hoc’h anaoudegezh war ar yezh dre gomz, da wellaat ho parregezhioù dre skrid, da wellaat hag aesaat ho prezeg dirak an dud ha war ho lec’h labour. Sikour a ray ac’hanoc’h da gaout ur prezeg flour ha reizh.
E-kerzh an tri miz-se e vo ur staj micherel e-barzh un embregerezh pe ur gevredigezh e lec’h ma’z eo ar brezhoneg yezh al labour. Raktresoù a vez kaset a-strolladoù bihan gant ar stajidi hag ar stajiadezed (aozañ ur valeadenn, ur c’hoari, sevel ur filmig, da skouer).
Evel gant ar stummadur 6 miz, ar stummadur barrekaat a vez kinniget gant hor stummerien ha stummerezed gant hentennoù pedagogel dibabet gant Roudour. Lakaet e vo ar stajidi·adezed da zeskiñ ha da bleustriñ gant an TPR, ar Sugjestopediezh, ar Story-Telling, atalieroù a-bep seurt ha kentelioù yezhadur.
Ma ‘z oc’h dilabour ha m’ho peus ur raktres micherel liammet gant ar brezhoneg e c’hall ar rannvro arc’hantaouiñ ar stummadur. Ar CPF a c’hall bezañ implijet ivez evit arc’hantaouiñ ar stummadur-mañ.
Gallout a rit lakaat hoc’h anv amañ, o kas ul lizher e brezhoneg o tisplegañ ho raktres micherel hag ur cv e brezhoneg, a-raok an 21 a viz C’hwevrer.
Daou webiner a vo dalc’het evit ar re a fell dezhe kaout an holl ditouroù pouezhus ha sevel goulennoù war-eeun : d’an 23 a viz Genver da 11e ha d’an 11 a viz C’hwevrer da 4e.
M’ho peus goulennoù pe m’ho peus c’hoant gouzout hiroc’h e c’hallit pellgomz d’ar 02 98 99 75 81 pe skrivañ da degemer@roudour.bzh.