Enter your keyword

job_listing

Gwazour.ez arbennik ar skolioù-mamm ha kentañ derez GWAASM / GWAASKD

Gwazour.ez arbennik ar skolioù-mamm ha kentañ derez GWAASM / GWAASKD

  • CDD
  • CUI-CAE
  • Ecole
  • Ar Faou

Diwan Ar Faou

Kinnig an embregerezh

Skol Diwan ar Faou o pleustriñ pedagogiezh dre soubidigezh eus ar skol vamm betek ar CM2. Kas a ra etrezek an diyezhegezh brezhoneg/galleg. Ur skol gevredigezhel, laik ha digoust an hini eo.

Deskriv ar post

Kefridioù pouesusañ :

  • Eilañ ar skolaerezed evit degemer, buheziñ ha yec’hederezh ar vugale yaouank-tout.

  • Ober war dro ar vugale e-pad an amzer tro-skol.

  • Aozañ ha lakaat naet ar salioù hag an dafar a vez implijet gant ar vugale.

  • Kemer perzh e mont endro an deskadurezh.

  • Surentez ar vugale e-pad amzer troskol hag ambroug anezhe evit oberezhioù ar vuhez bemdeziek, en ur aesañ o emrenerezh.

  • Eveshaat ma vo doujet reolennoù buhez ar skol.

Traoù priziet

  • Gwiriañ ho reizh da gaoud ur CUI- CAE gant ho kuzulier Pol-Implij

  • Netra war ho Roll Lez-Varn (Biskoazh n’oc’h ket bet barnet)

  • Diyezhegezh Brezhoneg/Galleg

  • Madelezh e-keñver ar vugale

  • DABU pe skiant-prenet diwar-benn ar vugale

  • Gouizigezh pedagogiel

  • Anavezout ha doujañ ouzh reolennoù yec’hederezh ha surentez (HACCP)

  • Mestroniañ teknikoù an naetaat

  • Darempredoù mat gant ar vugale hag ar familhoù

  • Mat yec’hed ho korf

  • Barregezhioù da labourat a-stroll

  • Emren el labour

Doare gevrad : CUI-CAE

Gopr : SMIC

Pad al labour bep sizhun : 20 da 30 eurvezh bloaziekaet

Post da bourveziñ adalek ar 26 a viz Eost 2019

Contact

Nathalie ABASQ QUERE – Den-dave implijer

Trugarez da gas ur CV hag ul lizher emginnig da AEP SKOL DIWAN AR FAOU : aep.ar.faou@diwan.bzh pe nathalie.abasq-quere@laposte.net

Agent.e spécialisé.e des écoles Maternelles et primaires

Présentation de l’entreprise

L’école Diwan du Faou pratique la pédagogie par immersion, de la maternelle au CM2, conduisant à un bilinguisme breton-français. Cette école est associative, laïque et gratuite.

Descriptif du poste

L’agent a pour missions principales de :

  • Assister le personnel enseignant pour l’accueil, l’animation et l’hygiène des très jeunes enfants

  • Encadrer les enfants sur le temps périscolaire

  • Préparer et mettre en état de propreté les locaux et le matériel servant directement aux enfants

  • Participer a la vie éducative

  • Sécurisation des enfants sur les temps périscolaires et accompagnement dans les actes de la vie quotidienne, en favorisant leur autonomie.

  • Vous veillerez au bon respect des règles de vie au sein de l’établissement.

Critères

  • Vérifier votre éligibilité au CUI- CAE auprès de votre conseiller Pôle emploi

  • Casier judiciaire vierge

  • Bilinguisme breton français

  • Bienveillance auprès des enfants

  • BAFA ou expérience auprès d’enfants

  • Connaissances pédagogiques

  • Connaître et respecter les règles d’hygiène et de sécurité (HACCP)

  • Maîtriser les techniques de nettoyage

  • Avoir un bon relationnel avec les enfants et les familles

  • Bonne condition physique

  • Capacités à travailler en équipe

  • Autonome sur le poste

Type de contrat : CUI-CAE

Salaire : SMIC

Durée hebdomadaire contractuel de travail : 20h à 30h annualisées

Poste à pourvoir à partir du 26 août 2019

Contact

Nathalie ABASQ QUERE – Référente employeur

Pour répondre, merci de transmettre un CV et une lettre de motivation à l’AEP SKOL DIWAN AR FAOU : aep.ar.faou@diwan.bzh ou nathalie.abasq-quere@laposte.net

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à nathalie.abasq-quere@laposte.net