Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

Kazetenner·ez Radio e Brezhoneg

Kazetenner·ez Radio e Brezhoneg

Site web RadioBreizh_bhs Brudañ ha Skignañ - Radio Breizh

Framm : BRUDAÑ HA SKIGNAÑ

Tachenn : Kazetenniñ

Doare : 35e/sizhun – CDI (kevrat vicherel ma ve ezhomm)
Plas-labour da bourveziñ : d’ar 1añ a viz Gouere 2024

Deskrivadur ar plas-labour :
– Bezañ perzh en abadenn “Keleier ar Vro” savet gant kazetennerien·ezed Brudañ ha Skignañ, skignet gant Radio Bro Gwened, Radio Kreizh Breizh, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.
– Embann an abadenn geleier, sevel ha frammañ pennadoù kozh.
– Labourat abred diouzh ar mintin hag e-kerzh an dibenn-sizhun.

Skoazellet e vo an den pa grogo gant al labour.

Stumm den emaomp o klask :
– Brezhoneg komzet ha skrivet (live C1)
– Bezañ en ec’h/hec’h aes gant un urzhiataer (meziantoù Office, Audacity, Reaper…)
– Skiant-prenet e bed ar c’hazetenniñ a vo deuet mat met deraouidi a vo degemeret ivez
– Bezañ emren ha gouest da labourat a-stroll
– Gopr hervez emglev ar c’hazetenniñ
– Kaout un aotre-bleniañ hag un oto

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à contact@radiobreizh.bzh