Post animatour·ez atalieroù radio

Radio Naoned
Post labour : Buhezour·ez atalieroù radio
Deiziadoù : Da gomañs e miz Gwengolo 2021
Lec’hioù : Roazhon / Naoned / Kemper
Implijer : Radio Naoned
Kefridi : An animatour·ez a vo karget eus lusk hag eus mont
en-dro an atalieroù radio hag eus ar pezh a sell ouzh an
oberezhioù deskadurezh d’ar mediaoù. Sevel ha frammañ a
raio ar raktresoù, evit ma kloto ar re-mañ gant ezhommoù
pep rummad (Bugale, krennarded / krennardezed, tud
gour…). Merañ a raio diorren an oberezh koulz hag ar
c’hehentiñ, krouiñ a raio binviji labour pedagogel, respont a
raio d’ar galvoù raktresoù hag ober a raio war-dro an
teuliadoù bilañs. An abadennoù a vo dalc’het el Liger-Atlantel,
e Penn-ar-Bed hag en Il-ha-Gwilen.
Doare den : brezhoneger-ez (live B2 d’an nebeutañ). En e /
hec’h aes gant an dud yaouank koulz hag ar re vras. Gouzout
ober gant binviji ar stlenneg hag ar rouedadoù sokial. Aotre
bleniañ (ha prest da foetañ bro e Breizh a-bezh). Skiantprenet
war micherioù ar radio deuet mat.
Kevrat : CDD ur bloaz ha CDI da c’houde
Gopr : 1 250 € rik ar miz evit komañs
Darempred : melaine@radionaoned.bzh 02 28 91 03 75
Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à melaine@radionaoned.bzh