Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

post

E Brest e vo digoret kreizenn stummañ nevez Roudour

Dre ur c’hoari e oa bet goulennet ganeoc’h e peseurt kêr e vefec’h laouen da welout Roudour o tigeriñ ur greizenn stummañ nevez. Un 40 den bennak o deus kemeret perzh er c’hoari. Kinnigoù a bep seurt zo bet, Karaez, da skouer,  zo bet kinniget gant meur a hini daoust ma’z eo diazezet Roudour eno abaoe 2005, anv zo bet eus Rostrenenn, Gwened ha Roazhon ivez. Kastellin, Pondi ha Brest eo ar c’hêrioù erruet da gentañ e-touez ho kinnigoù. Pell dirak ar re all en em gav Brest avat, gant 25% eus ar mouezhioù.

Goude bezañ studiet pizh an traoù e savomp a-du gant ho tibab ha lorc’h zo ennomp o kemenn deoc’h e vo digoret hor c’hreizenn stummañ kentañ e Brest, brasañ kêr zo e Breizh Izel. Boas omp da labourat e Brest abaoe bloavezhioù, dre stajoù berr hag a ra berzh ingal, ha stummadurioù a bep seurt. Abaoe pell e vez goulennet ganeomp aozañ stummadurioù hir eno, ur raktres a-gozh eo, setu ma vo graet hor seizh gwellañ evit kinnig stummadurioù deoc’h adal miz Gwengolo 2019 e Brest, evel e lec’h all e Breizh Izel.