1 POST BUHEZOUREZ EVIT AR VUGALE VIHAN

Site web Babigoù Breizh
Deskrivadur :
Buhezour(ez) divyezhek brezhoneg evit ar vugale vihan en ur vikro-vagouri.
E karg emaoc’h da zegemer ar vugale hag o familh ha d’ober war-dro ar strollad bugale.
Gouiziegezhioù o peus war an doareoù naetaat (HACCP). Pep hini d’e dro en deus da aozañ ar predoù ha d’ober ar menaj.
Un nebeut kargoù melestradurel o peus.
Ul live mat e brezhoneg o peus da gaout.
Gouzout c’hoari ur benveg sonerezh a zo un dra vat.
1 post adalek miz Kerzu
Kinnig ar vagouri
Hor c’hevredigezh he deus da bal digeriñ lec’hioù degemer evit ar vugaligoù e brezhoneg. Ar pal eo profitañ deus aezamantoù naturel ar bugel yaouank da zeskiñ yezhoù evit legadiñ ar brezhoneg dezhañ ha dispakañ divyezhegezh abred, ar pezh a gas da yezhoù all.
Niver a implijidi : etre 3 a 5.
Lec’h labour : Gwened
Doare kontrad : CDI
Gopr : CCN ALISFA. Gwezhiader 312.Gopr miziek kriz 1533,50 euro.
Stummadur hag anaoudegezhioù : Diplom da gaout : EJE, AP, CAP bugaligoù pe testenikadur live V da nebeutañ ( BEPA services aux personnes, Auxiliaire de vie sociale, BEP accompagnement soins et services à la personne, Assistant de vie aux familles…) pe skoazellerez-vamm gant 3 bloaz skiant-prenet da nebeutañ.
Skiant-prenet : Skiant-prenet 2 bloaz o labourat gant bugale (0-4 bloaz). Ret eo bezañ bet labouret gant bugale etre 0 ha 2 bloaz.
Yezh : Brezhoneg dre ret.
Binvioù urzhiataerezh : 2 logiciel a vez implijet evit implij-amzer ar vugale ha urzhiañ ar predoù. Gouiziegezhioù urzhiataerezh a zo mat.
Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à developpement@babigoubreizh.bzh