Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

Den e-karg eus an degemer hag ar c’hehentiñ e Skol an Emsav

Den e-karg eus an degemer hag ar c’hehentiñ e Skol an Emsav

Site web Skol an Emsav

DEN E-KARG EUS AN DEGEMER HAG AR C’HEHENTIÑ

AR POST LABOUR
Anv ar post E-karg eus ar c’hehentiñ hag an degemer
Natur ar post Melestradur
Kevrat CDD – 1 bloavezh (a c’hello treiñ en ur CDI)
Emglev a-stroll Aozadurioù stummañ (IDCC1516)
Gopr Pazenn 8
Deiziad kregiñ d’ar 1añ a viz Gouere 2022
Eurvezhioù 35e/sizhun, 8e30-12e30 / 14e-17e, eus al Lun d’ar Gwener (kefridioù d’an dibenn-sizhun a-wezhioù, eurvezhioù da adtapout)
Lec’h labour Skol an Emsav, 8 trolec’h Sant-Albin, 35000 Roazhon (labour war al lec’h dre ret)

AR RANN
Anv ar rann Melestradur & kehentiñ
Niv. a implijidi 3
Renk an implijad Dindan atebegezh ar rener

KEFRIDIOÙ
OBEREREZHIOÙ DEGEMER
Degemer – Titouriñ
Degemer daremprederien ar gevredigezh dre bellgomz, dre bostel, war al lec’h
Kelaouiñ pe treuzkas ar goulennoù d’an dud-dave er skipailh
Degemer, renkañ, kas, respont d’ar posteloù
Titouriñ ha diwall ma vo sklaer an titouroù ha keleier skignet
Kefridioù boas
Derc’hel kempenn ar sekretourva hag an oaled evit degemer an dud (maintenance, documentation…) Renabliñ an ezhomm dafar (burev, stlenneg…)
Gwerzhañ embannadurioù Skol an Emsav ha merañ ar stokoù
Merañ an enskrivadurioù er stajoù, kentelioù ha stummadurioù
Degemer ar paemantoù
Koumanantoù da #Brezhoneg ha Bremañ
Enrollañ ha heuliañ ar goulennoù koumanantiñ
Degemer ar paemantoù

KEHENTIÑ
Brudañ obererezhioù Skol an Emsav :
embannadurioù, stummadurioù ha kentelioù, abadennoù dudi
Enlinenn
Magañ lec’hienn internet Skol an Emsav
Merañ/Magañ ar rouedadoù sokial
Sevel lizheroù-kelaouiñ (diavaez, diabarzh, stummadurioù, kentelioù sizhuniek, abadennoù dudi) Derc’hel ar rolloù skignañ e ratre
Brudañ & skignañ
Sevel kemennadennoù d’ar gazetennerien ha merañ an darempredoù gant ar mediaoù
Aozañ an embann pennadoù ha bruderezh er mediaoù hag enlinenn
Respont d’ar gazetennerien
Dafar brudañ
Kenurzhiañ ar c’houlzadoù skritellañ (distro-skol, stummadurioù…)
Urzhiañ/Sevel an dafar brudañ
Darvoudoù
Kenurzhiañ bezañs SAE er saloñsoù/darvoudoù (stummañ, foromoù, embann) : deiziataer, labourat get aozerien, dafar kehentiñ

DOARE DEN & BARREGEZHIOÙ
Doare den
Deltu hag intrudu
Frammet mat ha pizh h.e labour
Gouzout labourat dindan bec’h a-wezhioù
Barrek da respont prim
En h.e b.vleud oc’h eskemm gant ar skipailh, o respont d’an daremprederien, d’ar pratikoù…
Barregezhioù
Brezhoneg komzet & skrivet
Anavezout mat bed ar c’hevredigezhioù e Breizh
Anavezout bed ar stummadurioù micherel
Meziantoù urzhiataerezh boutin
Wordpress
Photoshop
Benvegoù graferezh enlinenn (Figma, Canva…)
Barrek da skrivañ reizh e brezhoneg koulz hag e galleg

DAREMPRED
Titouroù
Skol an Emsav
02 99 38 75 83
CV & lizher da gas a-benn an 8 a viz Even 2022
Gwenael Dage (rener)
gwenael.dage@skolanemsav.bzh

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à gwenael.dage@skolanemsav.bzh