ASEM divyezhek galleg/brezhoneg

Diwan Pontekroaz
Emañ skol Diwan Pontekroaz o klask war-lerc’h ur skoazeller(ez) divyezhek evit ober war-dro ur c’hlasad lies-liveoù. Ur c’hevrad a verr dermen 12 miz eo a c’hello bezañ astennet ur bloavezh ouzhpenn, adalek miz Gwengolo 2020, holl amzer (ledet war ur bloavezh).
Kargoù :
Skoazellañ a ra an ASEM ar skolaer(ez) evit degemer ar vugale, buhezañ, ober war-dro ar vugale hag e-keñver ar surentez.
Ar c’hefredioù-mañ a zo e-karg an ASEM :
– degemer ar vugale
– sikour ar vugale evit kefredioù ar vuhez pemdez en ur zeskiñ dezho dont da vezañ emren
– diwall ouzh yec’hedoni ha surentez ar vugale
– prientiñ ha/pe buheziñ stalioù labour, dindan renerezh ar skolaer(ez)
– prientiñ ha/pe buheziñ stalioù skoazell war ar brezhoneg gant bugale kentañ derez, dindan renerezh ar skolaer(ez)
– diwall ha buheziñ ar vugale en diavaez eus ar prantadoù-skol
– diwall, aozañ ha buheziñ koulzioù ar predoù
– mirout kempenn ar salioù hag an dafar
Goulennet :
– brezhoneg komzet ha skrivet
– skiant-prenet gant ar vugale
– gouest da labourat dre skipailh ha da gemer intrudu
– anavezout ezhommoù ha lusk ur bugel
– gouest da evezhiañ ha selaou ouzh ar bugel
– gouest da vuhezañ
Trugarez da gas ur CV hag ul lizher divyezhek o tisplegañ perak oc’h dedennet gant al labour-mañ d’ar skol (skol.pontekroaz@diwan.bzh) a-raok ar 14 a viz Eost 2020. Aozet e vo an emgavioù tuta gant an dud rakmiret ar sizhun war-lerc’h.
Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à skol.pontekroaz@diwan.bzh