Kenurzhier/ez Ya!

Site web keitvimpbev Keit Vimp Bev
Emañ Keit Vimp Bev o klask war-lerc’h ur maketennour/vaketennourez evit merañ ar gazetenn Ya ! bep sizhun.
Post da bourveziñ diouzhtu.
Doare den : pizh, urzhiet-kenañ ha prim gant e/he labour. Brezhoneg dre-gomz ha dre-skrid.
Live uhel goulennet (evit adlenn ha difaziañ, skrivañ pennadoù), live C1. Gouest da aozañ pennadoù kazetenn e brezhoneg. Aketus e-keñver buhez ha keleier Breizh, entanet o furchal hag o klask kompren mont en-dro ar gevredigezh, a-fet politik, buhez sokial, ekonomiezh, sevenadur… Spered dielfennañ. Gouiziegezhioù ledan war a bep seurt tachennoù.
Barrek war meziantoù PAO (Indesign, Photoshop).
Aotre-bleniañ B.
Gopr : 1700 €.
Kevrat didermen / leun-amzer.
Kas CV ha lizher emginnig da Keit Vimp Bev.
22 straed vras, 29520 LAZ.
keit-vimp-bev@wanadoo.fr ar buanañ ar gwellañ.
Titouroù : 02 98 26 87 12.
Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à keit-vimp-bev@wanadoo.fr