Kelenner brezhoneg d’an dud deuet ha tañva er skolioù

Site web KLT
Emañ K.L.T. (Kerne – Leon – Treger) o klask ur g/c‘helenner.ez brezhoneg evit an dud deuet ha reiñ un tañva eus ar brezhoneg er skolioù
Lec’h labour : Montroulez ha bro Montroulez
Framm : K.L.T.
Tachenn : Kelenn e brezhoneg
Doare : Darnamzer (kevrat didermen he fad), emglev a-stroll ar buheziñ
Post da bourvezañ d‘an 03 a viz Gwengolo 2018
DESKRIVADUR AR POST :
→ Kelenn brezhoneg d’an dud deuet, dre gentelioù sizhuniek ha stajoù, war meur a live
→ Reiñ un tañva eus ar brezhoneg er skolioù publik
BARREGEZHIOÙ / DOARE DEN :
→ anaoudegezh mat eus ar yezh (DBY live B2 d‘an nebeutañ)
→ bezañ stummet war kelenn ar yezhoù bev a vo deuet mat
→ bezañ tapet skiant-prenet war ar c’helenn d’an dud deuet ha d‘ar vugale a vo deuet mat
→ gouzout displegañ ar yezh diouzh live an deskarded
→ gouzout ober diouzh tud ha liveoù a bep seurt
→ bezañ madelezhus ouzh ar re all, kaout pasianted, bezañ startijenn gantañ / ganti
→ bezañ gouest da labourat asambles gant ar gelennerien all
→ aotre bleniañ hag ur c’harr-tan ret
Kas CV ha lizher da : KLT – 41 Quai de Léon / 41 Kae Bro Leon – 29600 Morlaix / Montroulez
Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à klt@wanadoo.fr