Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

Kelenner·ez brezhoneg d’an dud deuet hanteramzer

Kelenner·ez brezhoneg d’an dud deuet hanteramzer

Site web Kentelioù an Noz

Kefridioù :
• Kelenn brezhoneg da dud deuet : kentelioù sizhuniek ha stajoù, war meur a live
• Buheziñ obererezhioù e brezhoneg
• Sikour sevel danvez labour (kentelioù, c’hoarioù) diwar ar c’hursus bet lakaet e-plas gant ar gevredigezh evit liesseurtaat hag efedusaat ar c’helenn
• Kemer perzh e aozadur ar stajoù o kenlabourat gant peurrest ar skipailh

Barregezhioù ha doare den :
• Anaoudegezh kreñv eus ar yezh (DBY live 5)
• Stummadur war pedagogiezh ar yezhoù erbedet
• Skiant-prenet war ar c’helenn d’an oadourien·ezed deuet mat
• Gouzout displegañ ar reolennoù yezh hervez live an dud
• Azasaat d’an deskard·ezed ha d’o liveoù
• Pasianted, madelezh gant an dud, bezañ youlek
• Gouzout labourat gant ur skipailh (al laz-kelenn, ar genurzhierez hag ar c’huzul-merañ)
• Aotre bleinañ ha karr-tan personel ret

Doare post :
• Kevrat : Kevrat termenet he fad CDD (7 miz), darn amzer 18e/sizhun gant 12e o kelenn d’ar brasañ (mont war-zu ur gevrat didermen posupl).
• Kendiviz a-stroll : ECLAT Kendiviz a-stroll broadel ar Buheziñ
• Strollad : C ; Feuriad : 245
• Post da bourveziñ adalek miz Genver 2022
• Lec’h : Naoned meurgêr hag e departamant Liger-Atlantel a-wechoù

Lizher emginnig ha CV (divyezhek brezhoneg-galleg) da gas da Gentelioù an Noz a-raok an 30 a viz Du 2021 :
Kentelioù an Noz
Da Vurev ar gevredigezh
12 bali an Angevinière
44800 Sant-Ervlan
Pe : kenteliouannoz@gmail.com

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à kenteliouannoz@gmail.com