Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

Lusker kenurzhier Divaskell Breizh

Lusker kenurzhier Divaskell Breizh

  • CDD
  • kevredigezh
  • Arradon

Lusker kenurzhier Divaskell Breizh

Fichenn-bost – kefridioù

Deuit gant ur gevredigezh rannvroel stourm !

Ar c’hevread Divaskell Breizh zo bet krouet goude 18 mizvezh kenlabour, etre tud mennet ar vugale hag ar gelennadurezh katolik. Divaskell Breizh eo ar c’hevread nevez a zeu war-lerc’h Dihun Breizh. An emvod meur hollek 1añ evit krouiñ ar gevredigezh, marilhet d’ar 14 viz Du 2020, a oa bet d’an 21 a viz Du 2020.

Divaskell Breizh eo ar gevredigezh rannvroel a zo kevreet enni kevredigezhioù lec’hel tud ar vugale, a stourm evit ma vo kelennet ar brezhoneg hag ar gallaoueg, er skolioù katolik e Breizh istorel.

Ar c’henarroud :
Frammet eo hor c’hevrededigezh yaouank Divaskell Breizh en-dro d’ur burev, a zo 5 den a-youl vat ennañ. Gant ar burev ez eo bet savet al lec’hienn internet www.divaskell.bzh hag ul logo goude ma oa bet roet lañs d’ur genstrivadeg er skolioù. Sikour a ra ivez ar c’hevredigezhioù lec’hel da dremen eus Dihun da zDivaskell… Dileuriañ a ra tud ar vugale en ensavioù ivez.

Evit kreñvaat startijenn ar burev, bodañ ar c’hevredigezhioù lec’hel ha broudañ ar brezhoneg hag ar gallaoueg e skolioù katolik Breizh, emaomp o klask ul lusker kenurzhier.

Anv ar post Lusker kenurzhier

Framm m’eo stag ar post outañ Divaskell Breizh

Broudañ ha luskañ ar brezhoneg e skolioù katolik Breizh

Kemer perzh er sevel strategiezhioù evit diorren kelenn ar brezhoneg e skolioù katolik Breizh

Sikour da grouiñ kevredigezhioù lec’hel Divaskell

Brudañ ar gallaoueg e skolioù katolik Breizh

Bodañ ar c’hevredigezhioù lec’hel ha sikour anezho (krouiñ, diorren)

Kenurzhiañ, kreizennañ ha renabliñ an ezhommoù

Bezañ un nerzh kinnigoù evit sevel strategezhioù da ziorren kelenn ar brezhoneg e skolioù katolik Breizh

Soñjal, empennañ, ha lakaat en o reizh darvoudoù sevenadurel evit bodañ an dud ha dreist-holl evit 30 vloaz ar brezhoneg er skolioù prevez katolik

Sevel abadennoù e brezhoneg, hag e gallaoueg hervez ar barregezhioù, er skolioù

Klask arc’hant (publik, prevez, gervel ar c’hevredigezhioù lec’hel da skodenniñ)

Luskañ al lec’hienn divaskell.bzh hag ar rouedadoù sokial en div yezh

Mont a-gevret gant izili burev Divaskell Breizh da emvodoù ar c’hKAYR, ar BSYR, an OPAB ha d’en em vodañ gant kevelerien all.

PERZHIOÙ REKIS

Profil klasket :
Emren oc’h

Gouzout a rit en em aozañ ha bezañ strizh

Plijout a ra deoc’h bodañ an dud

Darempredoù aes ho pez gant an dud

Hegarat, gouzout komz aes

Selaou ha kompren buan

Barregezhioù c’hoantaet :
Binvioù urzhiataerezh

Kehentiñ, marketing, dizain, mestroniañ WordPress a vefe un dra ouzhpenn

Mestroniañ ar brezhoneg, live B2 pe uheloc’h

Anavezout ar rouedad hag an ensavioù

Bezañ un nerzh kinnigoù evit brudañ ar brezhoneg hag ar gallaoueg er skolioù

ATEBEGEZHIOÙ

Liammoù gant ar urzhaz :
Prezidant Divaskell Breizh

Besprezidantez Divaskell Breizh

Teñzorerez Divaskell Breizh

Sekretourez Divaskell Breizh

Liammoù a-fet ar garg :
Izili all eus burev Divaskell Breizh

Melestrourien Divaskell Breizh

Kevredigezhioù lec’hel Divaskell ha Dihun

Darempredoù diavaez :
Ar gevelerien : PAKEK, REGEK, OPAB, Rannvro Breizh, Departamantoù, Div Yezh, Diwan

Tud skolidi hentad divyezhek ar gelennadurezh katolik

Kelennerien ha renerien skolioù hentad divyezhek ar gelennadurezh katolik

AOZIOÙ LABOUR

Dezverkoù :
Kevrat termenet he fad 6 miz ha 15tez gant ur prantad esae, gallout a ra bezañ astennet ha bezañ treuzfurmet e kevrat didermen he fad

Darnamzer

Pellabour da gentañ penn gant 1 devezh labour ar sizhun en Aradon

Prantad : kerkent ha ma c’hall an den

Gopr : Hervez emglev a-stroll broadel micherioù an deskadurezh, ar sevenadur, an dudiamantoù hag ar buheziñ a ra traoù evit ar gevredigezh hag an endro, e servij an tiriadoù.