Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

POST SKOAZELLER.EZ SKOL-VAMM

POST SKOAZELLER.EZ SKOL-VAMM

SKOL DIWAN RIANTEG

Ar labour :
Kontrad sikouret PEC – Goulennet e vo genoc’h sikour get ar strollad pedagogel en ur skol dre soubidigezh e brezhoneg : degemer, yec’hed ar vugale, renkiñ an dafar pedagogel, prientiñ ha gober àr-dro chouk ar re vihan, evezhiiñ ar porzh, ambrougiñ ar vugale d’ar privezioù…
Ambrougiñ a reoc’h ar vugale en o deskamant ag ar vuhez pemdez hag e reolennoù buhez ar skol, evit stalioù buheziñ dudius.
Ret e vo deoc’h ivez gober àr-dro kempenn ar savadur hag an dafar.

Barregezhioù gortozet :
Komz ha skriviñ brezhoneg. Doujiñ doc’h ar reolennoù a yec’hed, doujiñ doc’h ar reolennoù propder ha surentez dre vras.
Bout en e aes get ar vugale, muioc’h c’hoazh get ar re vihan er skol-vamm (selaou, madelezh, pasianted, eskemm, hag evezhiegezh vicherel get ar vugale hag ar familhoù).
Bout aozet mat, startijenn, azasadur d’ar pezh a zo d’ober.
Deraouad asantet.

Resisadurioù :
Lec’h labour : Skol Diwan Rianteg
Nature ar c’hontrad : PEC – kontrad termenet a 12 miz
Niver a eurioù : etre 25 ha 30 (da resisaat) bleziek
Gopr : SMIC

Darempred :
CV + lizher emginnig da skol.rianteg@diwan.bzh 02 97 84 50 63

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à skol.rianteg@diwan.bzh