Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

Ur skoazeller.ez v.mamm – Diwan Boulvriag

Ur skoazeller.ez v.mamm – Diwan Boulvriag

Site web Diwan Boulvriag

Dindan kiriegezh an AEP hag o kenlabourat gant skipailh kelenn ar skol e reoc’h war-dro ar c’hefridioù da heul (rannet
etre 3 ASEM ar skol) :
– ober war-dro renkañ, naetaat, kempenn an dafar hag an ti-skol
– ober war-dro an amzerioù er predva ha kemer perzh e deskadurezh-boued ar vugale
– buheziñ hag eveshaat an amzerioù tro-skol
– ambroug ar skolidi.adezed gant o deskerezhioù pemdeziek (emrenerezh, buhez a-stroll, yec’hedoniezh korf,
diorroadur afektivel ha speredel…)
Barregezhioù gortozet :
Gouzout :
– Anavezout diorroadur ar vugale hag o ezhommoù (korf, keflusk, afektivel)
– Komz brezhoneg
– Anavezout reolennoù yec’hedoniezh ar skolioù pe kaout c’hoant bezañ stummet warne
Gouzout ober :
– Ambrougañ ar vugale en o deskerezhioù pemdez
– Buheziñ (c’hoarioù, labour-dorn, kanaouennoù…)
– Ober war-dro surentez ar vugale (spered ha korf)
Gouzout bezañ :
– Barrek da evezhiañ, kaout pasianted ha bezañ madelezhus
– Selaou ha doujañ ouzh ar vugale ha tud ar skipailh
– Bezañ gouest en em aozañ, bezañ emren ha reaktiv
– Labour skipailh
20e / sizhunvezh (merc’hervezhioù ha vakañsoù dieub) – Kontrad termenet 12 miz (kontrad sikouret PEC)
Gopr : SMIC-eur – Deroù : fin miz eost / penn-kentañ miz gwengolo 2021 – Kas ur CV hag ul lizher emginnig
bremañ da skol.boulvriag@diwan.bzh – Titouroù : 09 52 78 32 10

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à skol.boulvriag@diwan.bzh