0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

post

Serret ar c’hreizennoù stummañ, kenderc’hel a ra ar stummadurioù

Da stajidi stummadur hir Roudour,

Da heul divizoù diwezhañ ar gouarnamant e rankomp serriñ ar c’hreizennoù stummañ.

Arabat deoc’h mont di warc’hoazh neuze, prennet e vo an nor.

Kenderc’hel a ra ar stummadurioù memestra, a-bell, dre Ambroug.

Lakaet e vo kentelioù bemdez evit ma voc’h gouest da zerc’hel d’en em stummañ.

Ho stummerien a zalc’h da labourat, eus ar gêr ivez, evit ar bras anezho, ha graet e vo war ho tro eus ar gwellañ evit ma vo tizhet ar pal kenkoulz ha ma vijec’h bet en ho kreizenn stummañ.

Sizhunvezh vrav da bep hini ac’hanoc’h!

This site is registered on wpml.org as a development site.