Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

Kinnig-labour: Skoazeller.ez ar Pol Studi ha Diorren – Ofis ar brezhoneg

Kinnig-labour: Skoazeller.ez ar Pol Studi ha Diorren – Ofis ar brezhoneg

Ofis ar brezhoneg

C’hoant hoc’h eus da labourat e brezhoneg ?
Fellout a ra deoc’h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er
gevredigezh ?
Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post skoazeller.ez evit ar Pol Studi ha Diorren.
Kefridi : E diabarzh pol Studi ha Diorren an Ofis publik en do pe he do skoazeller.ez ar Pol
Studi ha Diorren da harpañ servijoù an Ajañs Diorren hag Arsellva implij ar yezhoù a-fet
sekretouriezh (stignad DESK, koulzadoù Ya d’ar brezhoneg, harpañ an oberoù kehentiñ,
dastum roadennoù sokioyezhoniel…) ha skoazellañ rener Pol Studi ha diorren an OPAB.
Sekretouriezh kreizenn Naoned a raio ivez.
Profil goulennet : BAC + 2, live B2 e brezhoneg. Aotre-bleinañ B.
Spered urzhiet, rigor, emrenerezh, efedusted
Doare implij : kevrat termenet he fad
Pad : 35 eurvezh
Lec’h labour : kreizennOfis publik ar brezhoneg e Naoned
Rez : Implij er rummad C
Deiziad kregiñ war ar post : 01.04.2022
Deiziad diwezhañ da lakaat e anv : 10.03.2022
Darempred ha gouzout hiroc’h : evit lakaat e.he anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en
div yezh da : Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg, Kastell Kerampuilh, 29270
Karaez-Plougêr.
Postel : ofis29@opab.bzh
Pellgomz : 02 98 99 30 10

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à ofis29@opab.bzh