Post KENURZHIAÑ darnamzer

Site web Ti ar Vro Leon
Ti ar Vro Leon a zo ur bodad kevredigezhioù, a labour da vrudañ ha diorren yezh ha sevenadur ar vro e bro Leon. Labourat a ra ar gevredigezh war broioù Lesneven-Aodoù ar Mojennoù hag an Aberioù. E Lesneven emañ ar sez.
Ar misionoù
E liamm gant ar C’huzul-merañ, e ranko an c’henurzhier-ez :
Buheziñ raktres kevredigezhel ar framm :
o Kenurzhiañ oberiantizoù ha raktresoù ar gevredigezh e liamm gant an dud a-youl vat, an animatourez hag ar gevelerien
o Sevel ar program oberiantizoù ha darvoudoù evit distro-skol 2021
Mont en-dro oberiant :
o Aozadur lojistik
o Kehentiñ : mediaoù, web
o Heuliañ budjedoù ha sevel bilañsoù an oberiantizoù
Heuliañ mont en-dro melestradurel hag arc’hantel ar framm e liamm gant an den e karg
Heuliañ ar steuñv tañva brezhoneg er skolioù e liamm gant ar perzhidi all, kenurzhiañ ar skipailh kelennerien e liamm gant ar skolioù
Profil c’hoantaet
Diplomoù : Bac + 3 pe kevatal
Anaoudegezh vat eus sevenadur ar vro
Brezhoneg maestroniet
Gouest d’en em aozañ e unan, d’en em reizhañ diouzh an ezhomm
Skiant-prenet er c’hevredigezhioù
Liesvarregezh hag emrenezh
Gouest da zegas danvez nevez
Barrek da vezañ en e aes en darempredoù
Maestroniañ ar binvilhoù burevek, barrek gant internet hag ar rouedadoù sokial
Aotre-bleniañ B hag oto hiniennel dre ret
Aozioù labour
CDD erlec’hiañ 75% (betek kreiz miz Here 2021)
Gopr miziek : Strollad C gwezhiader 280 Emglev a-stroll ECLAT (ex-Buheziñ)
Implij amzer kemm-digemm hervez ar redioù liammet d’ar post-labour (labour diouzh noz ha pad an dibenn-sizhun posubl)
Chomlec’h al lec’h labour : 48, straed ar Jeneral De Gaulle – 29260 LESNEVEN
Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à tiarvroleon@gmail.com