Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

Un animatour(ez) sevenadurel evit Ti ar Vro Gwened

Un animatour(ez) sevenadurel evit Ti ar Vro Gwened

  • kevredigezh
  • Gwened

Site web Ti ar Vro Bro Gwened

Implijer : Emglev Bro Gwened
Emglev a-stroll : Emglev a-stroll ar buheziñ (sokio-sevenadurel)
Strollad : C Feuriader : 255
Lec’h labour : Ti ar Vro, 3 straed al lezenn 56000 GWENED
Termen evit emstrivañ : D’ar 25 a viz Ebrel 2021
Kenaroud :
War ziorren emañ Ti ar Vro Bro Gwened. Ezhomm he deus un animatour(ez) sevenadurel evit ober war-dro ar c’hentelioù brezhoneg d’an
dud deuet, luskañ obererezhioù tro-dro da sevenadur Breizh evit ar vugale hag harpañ ar gargadez diorren.
Termennadur ar post :
E karg eus ar c’hentelioù brezhoneg d’an dud deuet hag eus an obererezhioù evit ar vugale er skol ha tro-skol e voc’h . Labourat a rit evit
diorren ar pourchasoù-se hag ivez evit skoazellañ gopradez ar gevredigezh.
Plas e organigram ar gevredigezh :
Dindan kiriegezh urzhazel prezidant ar gevredigezh ha dindan kiriegezh oberatael ar gargadez diorren e voc’h.
Liammoù oberatael :
Diabarzh : E liamm gant kargadez ha prezidant ar gevredigezh e labourit. Darempredoù o po ivez gant izili a-youl vat ar gevredigezh hag
ar c’hevredigezhioù ezel.
Diavaez : Darempredoù reoliek gant ar skolioù ha tud an diavaez.
Kefridioù pennañ :
– Kelenn ar brezhoneg (d’an dud gour)
– Buheziñ abadennoù evit ar vugale (e brezhoneg ha/pe tro-dro dro da sevenadur ar vro e-pad ar mare skol hag e maez ar mare-skol)
– Diorren obererezhioù (er skolioù, evit kevelerien…)
Eil kefredioù :
– Harpañ labour ar gargadez diorren (aozañ mizvezh ar yezhoù, kehentiñ, melestradurezh ar gevredigezh, merañ an
arc’hant, lec’haveiñ, aozañ darvoudoù…).
Barregezhioù ha perzhioù ret :
Mestroniañ ar brezhoneg (live B2)
Anavezout ar gallaoueg (degemeret mat)
Anavezout ar bed kevredigezhel, an diorren sevenadurel breizhek (degemeret mat)
Anavezout reoliadurioù an obererezhioù sevenadurel hag an arzoù bev (degemeret mat)
Skiant prenet damheñvel (degemeret mat)
Mestroniañ ar stlenneg
Mestroniañ arzoù all (kan, dañs pe tachennoù a c’hellfe bezañ un diazez evit aozañ obererezhioù)
Bezañ en e/he vleud gant ar re all ha barrek evit buheziñ
Bezañ emrenn ha gouest da sevel kinnigoù
Aozioù labour :
Amzer-labour: 20 eurvezh / sizhun (a c’hellfe mont war-zu ul leun-amzer)
Labour en ur burev rannet, dirak ur skramm.
Monedone reoliek betek skolioù ha lec’hioù buheziñ. Aotre bleniañ.
Labour stank e-pad ar prantadoù skol
Darempredoù ingal (izili, tud an diavaez, kevredigezhioù…)
Profil :
Kaout an DABU he mestroniañ ar brezhoneg (live B2)
Barrek da kuskañ abadennoù, da zegemer ha da eskemm gant dud liesseurt.
Mestroniañ ar stlenneg, an obererezhioù dudi ha gouzout prientiñ skorioù evit abadennoù buheziñ.
An e/he aes evit eskemm gant an dud, gouest da labourat a-stroll.
Hegerz, digor spered ha gouest da selaou ouzh ar re all.
Titouroù ouzhpenn: Ti ar Vro Bro Gwened, 09 72 61 16 89, contact@tiarvro-bro-gwened.bzh

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à contact@tiarvro-bro-gwened.bzh