Logo Loading
0
  • Votre panier est vide

    Vous n'avez pas d'article dans votre panier

Recherche sur le site de Roudour

job_listing

Karget eus ar c’hehentiñ

Karget eus ar c’hehentiñ

Ofis publik ar brezhoneg

C’hoant hoc’h eus da labourat e brezhoneg ?
Fellout a ra deoc’h degas ho lod da skipailh an OPAB ha kas ar yezh war-raok er
gevredigezh ?
Kinnig a ra Ofis publik ar brezhoneg ur post karget eus ar c’hehentiñ.
Kefridi : E diabarzh pol Studi ha Diorren an Ofis publik en do an den karget eus ar
c’hehentiñ da lakaat war wel ar pezh a zo kaset da benn gant an OPAB (aozañ emvodoù-
kelaouiñ, lec’hienn internet, luskañ ar rouedadoù sokial…). Buheziñ a raio ar c’hehentiñ
diabarzh ivez. Mod all e vo karget eus ar c’houlzadoù-brudañ aozet gant an Ofis Publik.
Profil goulennet : BAC + 3, live B2 e brezhoneg. Aotre-bleinañ B.
Daremprediñ aes-kenañ. Barregezh uhel war ar skrivañ. Barregezh da urzhiañ e labour.
C’hoant deskiñ hag ersavusted. Barregezh d’en em ober diouzh an degouezhioù ha da gaout
intrudu.
Doare implij : leunamzer
Pad : 35 eurvezh
Lec’h labour : sez Ofis publik ar brezhoneg e Karaez
Rez : Implij er rummad A/B
Deiziad kregiñ war ar post : 01.04.2022
Deiziad diwezhañ da lakaat e anv : 31.03.2022
Darempred ha gouzout hiroc’h : evit lakaat e.he anv kas ul lizher emginnig hag ur CV en
div yezh da : Aotrou Prezidant, Ofis publik ar brezhoneg, Kastell Kerampuilh, 29270
Karaez-Plougêr.
Postel : ofis29@opab.bzh
Pellgomz : 02 98 99 30 10

Pour postuler à ce poste envoyer votre candidature à ofis29@opab.bzh